Hipolenn Bez 'po da lenn !

hip04.gif
bz|fr

Levraoueg-bale Hipolenn

An holl levrioù bet troet ganeomp, bet peget enno an droidigezh vrezhonek, hag un nebeud levrioù brezhonek hag a blij deomp kalz a ya d'ober levraoueg-bale Hipolenn. Mont a raio war binvidikaat tamm-ha-tamm. Tost da 50 albom a vez kavet enni evit poent. Fellout a ra deomp lakaat an dastumad levrioù-se da dreiñ er skolioù, er gouelioù, er c'hampoù vakañsoù, er stajoù brezhoneg...

Pegement eo ?*

  • ur sizhunvezh : digoust
  • pemzektez : 10€
  • teir sizhunvezh : 15€
  • ur mizvezh : 20€

*Dav eo bezan ezel eus Hipolenn (15€ eo ar skodenn vloaz evit ar skolioù pe ar c'hevredigezhioù). Tro 20 levr a c'heller dibab bet tro.

Penaos implij al levraoueg bale ?

  • Studiañ un tem : un istor nevez bemdez ! Da skouer, 3 sizhunvezh war tem ar bleizi a dalv 12 istor kontet d'ar vugale.
  • Ralli lenn : roet 'vez ur passeport da bep bugel, skrivet warnañ roll al levrioù. Pep bugel a rank lenn an holl levrioù e-korf ur miz. Lakaat a ra ur groaz pa'z eo bet lennet ul levr gantañ. Gall a ra priziañ pep levr (kriterioù termenet ganeoc'h).
  • Hag ur bern doareoù all da ijinañ...

Penaos amprestiñ al levraoueg ?

Aes Bernez ! Dibab al levrioù hag an deiziadoù. Mont e darempred gant Hipolenn evit mirout anezho. Dont da gerc'hat al levrioù. Sinañ ar gevrad. Kas en dro al levrioù.

Kevrad skouer

Darempred

Bro Roazhon : e ti Katell Chantreau - 16F straed Maunoir - Roazhon - katellig@yahoo.fr - 09 53 35 56 44
Bo Gwened : e ti Laurence Guillo - 36 rue Garigliano - Gwened - laurence@naegele.fr - 02 97 46 69 58

Lañser

Levraoueg-bale Hipolenn : roll al levrioù

An izili hepken a c’hell mont war ar bajenn-se. Enrollit ho login pe emezelit ouzh Hipolenn.

Levrioù brezhonek el levraouegoù

Klask a reomp renabliñ al levraouegoù nann-arbennik ha digor d'an holl hag o deus un dastumad levrioù brezhonek evit ar vugale. Ma anavezit levraouegoù seurt-se, lârit deomp.

Aodoù-an-Arvor

  • Levraoueg-departamant (Kawan)
  • Levraoueg Kêr Bear (Bear)

Penn-ar Bed

  • Levraouegoù Kêr Vrest (Brest)
  • Mediaoueg Pêr-Jakez Helias (Landerne)
  • Levraoueg Kêr Landivizio (Landivizio)
  • Levraoueg Kêr Konk-Kerne (Konk-Kerne)

Il-ha-Gwilen

  • Ar Maezioù-Frank (Roazhon)
  • Levraoueg Maurepas (Roazhon)
  • Levraoueg an Triangle (Roazhon)
  • Mediaoueg Bro Redon (Redon)

Liger-Atlantel

  • Mediaoueg Jacques Demy (An Naoned)
  • KDSK (Sant-Ervlan)

Morbihan

  • Mediaoueg An Alre (An Alre)
  • Mediaoueg Brec'h (Brec'h)
  • Mediaoueg kêr Kaodan (Kaodan)
  • Mediaoueg Elsa Triolet (Lann-ar-stêr)
  • Levraoueg ar greizenn Amzer Nevez (Plañvour)
  • Mediaoueg Pluigner (Pluigner)
  • Mediaoueg Marie Le Franc - Kreizenn sevenadurel Ruiz-Sarzhav (Sarzhav)
  • KDSK (Gwened)
  • Mediaoueg Germaine Tillion (Sant-Teve)

Lañser

Best-of Hipolenn

Levraouegoù zo a blijfe dezho prenañ un nebeud levrioù brezhoneg met ne oar ket brezhoneg al levraouegerien ha ne oaront ket penaos dibab al levrioù neuze. Setu ur roll levrioù brezhonek evit ar vugale a blij deomp kalz, hag a c'hello sikour anezho marteze.

Best of Hipolenn

Lañser