Hipolenn Bez 'po da lenn !

hip03.gif
bz|fr

Dafar studi ha c'hoari evit ar skolaerien hag ar vuhezourien

Bep bloaz e pled Hipolenn gant 2 pe 3 dem. Gant pep tem e klot un dastumad troidigezhioù, hag un teuliad pedagogel savet evit ar skolaerien hag ar vuhezourien a fellfe dezho labourat war an tem-se gant o bugale.

Danvez a denn eus an tem-se a vez kavet en teuliad-se :

  • roll al levrioù embannet e brezhoneg
  • roll an troidigezhioù zo moaien da bellgargañ war lec'hienn Hipolenn
  • geriaoueg arbennik
  • troioù lavar
  • kanaouennoù.

Klokaet e vo an teuliadoù-se tamm-ha-tamm, a-drugarez d'ho evezhiadennoù.

Setu an temoù hon eus pledet ganto :

  • ar boued (teuliad pedagogel en linenn)
  • ar bleizi (teuliad pedagogel en linenn)

Setu an temoù da zont :

  • ar marv
  • buhez pemdez ar vugaligoù
  • ar familh

Lañser

Ar boued

An izili hepken a c’hell mont war ar bajenn-se. Enrollit ho login pe emezelit ouzh Hipolenn.

Ar bleizi

An izili hepken a c’hell mont war ar bajenn-se. Enrollit ho login pe emezelit ouzh Hipolenn.