Hipolenn Bez 'po da lenn !

hip04.gif
bz|fr

Piv eo Hipolenn ?

Un dornad tud sot gant al levrioù hag ar brezhoneg, ha boas da zaremprediñ bugale a oar brezhoneg, o doa krouet ar gevredigezh Hipolenn e miz Genver 2007 evit broudañ al lenn brezhonek e-touez ar vugale.

Petra eo palioù pennañ Hipolenn ?

  • Pinvidikaat an dastumad levrioù brezhonek evit ar vugale dre an treiñ e brezhoneg teñzorioù al lennegezh yaouankiz a vremañ.
  • Kinnig abadennoù lenn pe kontañ e brezhoneg er skolioù, el levraouegoù, er saloñsoù lennegezh ha me oar.
  • Krouiñ ul levraoueg-bale levrioù yaouankiz e brezhoneg a vefe prestet d'ar c'hampoù vakañsoù, d'ar skolioù, d'ar stajoù brezhoneg…
  • Kizidikaat al levraouegoù ouzh al lenn brezhonek : broudañ diorren an dastumad levrioù brezhonek, skoazellañ an aozañ abadennoù, kizidikaat ouzh al lenn brezhonek ar vrezhonegerien a-vihanik a-youl vat a lenn levrioù evit ar vugale el levraouegoù (rouedad Lire et faire lire da skouer).

Penaos ez a hor gevredigezh en-dro ?

Gant izili ar c’huzul-merañ e vez kenurzhiet labour ar gevredigezh hag aozet abadennoù lenn.

Skoazellet e vez ar c'huzul-merañ gant ar bodad treiñ hag adlenn : Stefan Alliot, Tudual Audic, Katell Chantreau, Jean-Do Robin.

Forzh peseurt den, youl gantañ, brezhoneger ha plijet gant al levrioù, a c'hell dont e-barzh skipailh Hipolenn evit kemer perzh en dibab levrioù, el labour treiñ, el labour maketenniñ an troidigezhioù ha kempenn al levrioù, pe c'hoazh evit buheziñ abadennoù lenn.

Redadeg 2008 - km 113 - ul lodenn eus skipailh Hipolenn gant mignoned eus Barzhanoff

Redadeg 2008 - km 113 - ul lodenn eus skipailh Hipolenn gant mignoned eus Barzhanoff, prest da redek 2 gilometr (vo ket kontet deoc'h e peseurt stad int erruet !)

Lañser