An holl levrioù bet troet ganeomp, bet peget enno an droidigezh vrezhonek, hag un nebeud levrioù brezhonek hag a blij deomp kalz a ya d'ober levraoueg-bale Hipolenn. Mont a raio war binvidikaat tamm-ha-tamm. Fellout a ra deomp lakaat an dastumad levrioù-se da dreiñ er skolioù, er gouelioù, er c'hampoù vakañsoù, er stajoù brezhoneg...
Priz ar feurm (evit ur 15-20 levr bennak) :
Evit ar c'hevredigezhioù :
+ skodenn emezelañ 15€
Evit ar skolioù :
Kas ha kas en-dro al levrioù : War-eeun pe dre ar post (mizioù kas paeet gant an hini a amprest al levrioù). E Roazhon emañ an dastumad levrioù evit poent. Oc'h en em soñjal emaomp evit ma vefe un dastumad levrioù e pep departamant avat.
An izili hepken a c’hell mont war ar bajenn-se. Enrollit ho login pe emezelit ouzh Hipolenn.
Klask a reomp renabliñ al levraouegoù nann-arbennik ha digor d'an holl hag o deus un dastumad levrioù brezhonek evit ar vugale. Ma anavezit levraouegoù seurt-se, lârit deomp.
Aodoù-an-Arvor
Penn-ar Bed
Il-ha-Gwilen
Liger-Atlantel
Morbihan
Levraouegoù zo a blijfe dezho prenañ un nebeud levrioù brezhoneg met ne oar ket brezhoneg al levraouegerien ha ne oaront ket penaos dibab al levrioù neuze. Setu ur roll levrioù brezhonek evit ar vugale a blij deomp kalz, hag a c'hello sikour anezho marteze.