Abadenn lenn e Roazhon (levraoueg ar Maezioù Frank 2008)
--- Chomet omp a sav gant an abadennoù lenn abalamour ma vez gwall dapet lennerien a youl vat Hipolenn gant raktresoù all. ----
Kinnig a reomp abadennoù lenn ha kontañ e brezhoneg pe divyezhek brezhoneg-galleg. Pep abadenn a vesk lennadennoù, kontadennoù, kanaouennoù, rimadelloù... Ar pal : lakaat ar vugale da glevet brezhoneg, degas dezho geriaoueg nevez ha lakaat anezho da vezañ perzh (o kanañ, oc'h adâret rimadelloù...).
Setu temoù an abadennoù a c'hellomp kinnig :
Evit pep abadenn e vez dibabet al levrioù hag an istorioù hervez oad ar vugale.
Priz un abadenn : etre 100 ha 200 € (hervez an degouezh hag al lec'h) + frejoù hent.
A-youl vat e vez lennerien ha konterien Hipolenn. Gant an arc'hant rastellet da geñver an abadennoù-se e vez arc'hantet labour Hipolenn (prenañ levrioù ha dafar dreist-holl).
Ma 'peus c'hoant da aozañ un abadenn gant Hipolenn en ho skol, ho levraoueg, ho saloñs levrioù, pe e lec'hioù all c'hoazh, deuit e darempred ganeomp.
Abadenn e Karaez (Gouel al levrioù 2007)